"Bleunioù Gouez, la mala hierba nunca muere"

Publié le par LA OBRA SocioTeatral

Un abadenn liesyezh eo (brezhoneg, spagnoleg, galleg ha q’eqchi, yezh maya) ha c’hoariet gant aktourien ha sonerien deus amañ hag ahont., deus Breizh hag Amerika Latina.

Ur pezh-c’hoari liesliv ha liesyezh eo Bleunioù Gouez, un doare da zizoloiñ bed al louzeier hag al liamm sakr gant an douar.

An Istor: Plakoù, gwerzhour war an hentoù, a zo plijet bras gant al louzeier ha gouest eo da gaozeal ganto zoken. Profet eo bet dezhañ gant e hendadoù ul levr prizius war an tem-mañ hag a-drugarez dezhañ e lak ac’hanomp da veajiñ e-barzh bed al louzeier. Gant al linad, ar c’hwervizon, ar maiz, ar sklañvez, an drez, e tremenomp d’ur bed d’egile, deus Breizh da Amerika Latina.

Peur ha pelec’h gwellout an abadenn? Goude Brasparts, Douarnenez, Plouarzel ha Landerne e 2013, Brest ha Kerien e miz genver 2014, e vimp ivez e:

Brest, diriaou 3 a viz ebrel 2014, da 20e30 er Mac Orlan,

Plabennec, digwener 4 a viz ebrel da 20e30 e sal Marcel Bouguen.

Lannuon, disadorn 5 a viz ebrel da 20e30 e Auditorium Lise Feliz Le Dantec

Karaes, diriaou 24 a viz ebrel, da 20e30 e sal Glenmor.

Landivizio, disadorn 3 a viz mae da 20e30 e Sal Tournemine.

Gwipavas, disadorn 17 a viz mae 2014, da 20h30 e sal an Alysée.

Brest, digwener 23 a viz mae 2014, sal an Odyssée, MPT San Per

Naoned, 2 a viz Here 2014, sal Vasse, 20e30

* Er Chili e miz Genver 2015

Titouroù ouzhpenn gant Marie-France d’an 0298515091 pe 0649732490

"Bleunioù Gouez, la mala hierba nunca muere"
"Bleunioù Gouez, la mala hierba nunca muere"
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :

Commenter cet article