STAJ C'HOARIVA

Publié le par LA OBRA SocioTeatral



Ur staj c'hoariva gant LA OBRA ha Rebeldia a vo e Miz eost, 3 devezh:  dilun 16, dimeurzh 17 ha dimerc'her 18 a viz eost.

Pal ar staj a vo sevel senennoù c'hoariva, kentoc'h traou fentus pe evit souezhiñ an dud gant ur sell kritik war ar bed tro dro deomp.

Me an hini eo a vo oc'h ober war dro ar staj.17.jpg

15 stajidi d'ar muiañ: Eizh aktourez  a zo enskrivet dija ( Strollad Rebeldia eus Lise Diwan Karaes mui ur mignonez dezhe). Chom a ra un nebeut plasoù c'hoaz evit ar re o deus c'hoant kemer perzh. Digor eo ar staj d'ar re yaouank etre 16 ha 22 bloaz. ( ma oc'h un tammig yaouankoc'h pe un tammig koshoc'h lavarit din memestra hag e vo gwelet). Paotred er skipailh a vefe dreist ivez.

E Erdeven er Morbihan e vo ar staj. Prestet e vo  deomp ti mamm gozh Metig Raynaudon ( unan eus ar Rebeldia). Plas a zo evit kousket hag ur gegin evit keginañ. Ha n'eo ket pell al lec'h eus an aod.

Priz ar staj ? goulennet vez bezañ ezel eus kevredigezh LA OBRA , da lavaret eo paiañ un adhésion  evit ar bloaz ( Priz libr eo) mui kemer perzh evit paiañ ar boued evit an tri devezh ( tro dro 20 € pep hini evit ar boued + adhésion LA OBRA) . Al lojeis a zo digoust, pezh zo ur chans bras(ret eo digas ur sac'h kousk).

ret eo reiñ ar respont din araok ar 5 a viz eost d'an diwezhatoc'h ( seul abretoc'h, seul welloc'h) dre vail  obrateatral@yahoo.frfestival-navide-o-magia-con-abraham.jpg

ma anavezhit tud a vefe dedennet gant ar staj se. lakit da dremen ar gerig-se.

ken ar c'hentan tro !

 

 

 


Céline, evit La Obra

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :

Commenter cet article

LA OBRA SocioTeatral 01/09/2010 11:27


ya, spi am eus ivez e vo ur wech all, evit sevel ur pezh c'hoari da vat ! fuerza Obrera, fuerza Rebeldia, fuerza Creativa!

céline


patoch 20/08/2010 21:40


Fiskal, dreist, vacan eo bet ar staj ! Mersi bras da Celine evit an 3 devezh pinvidik mor ! Mersi d'ar familh Metig evit an ti, mersi d'ar Rebeldia evit ar boued, emichans ho no tro da c'hoari
asambles ur wech all !

Ur pok ispisial d'ar vorganiz, d'ar pesketour macho, d'ar pesketour bugel, d'ar pesk-nij, d'ar peul mezho, d'ar plac'h c'hwezhuz, d'ar Quenn Fuck it, d'ar goriganez, d'ar barner, d'ar bouzar kamm
ha d'an dilabourez ! Pokoù d'an holl ha ken ar c'hentan tro

Milog (c'hoar Lomig)