C'HOARIVA - THEATRE en Breton

Publié le par LA OBRA

 "Al labourva"
d'an 18 ha 19 a viz Ebrel 2009
Kaset da benn e brezhoneg gant Tomaz Cloarec
Komedian ha leurennier a-vicher

    Goude bezañ labouret e "Strollad Ar vro Bagan" e pad 4 bloazh, en deus savet « La Caravane Ecole" e Bolivia e 2001. Krouet en deus ar Strollad "PantEatR"  e-lec'h en deus leurenniet « La Verrière » ha « Gwerzhenn Wishbone Jack ».
    Etre 2005 ha 2008, en deus labouret gant "Sirk Broadel Bro-vietnam" assamblez gant ar Strollad "Matapeste" (Niort), hag e Bro-laos e-lec'h en deus renet ar « Cabaret Lao ». Labourat a ra bremañ etre Vietnam, Laos ha Bro-c'hall.
    C'hoariet en deus dindan ren Julie Berès, Lionel Jaffrès, Giselle Sparza ...
    Stummet eo bet dre stajoù gant Yoshi Oïda, Maria Jimena Cavalletti, Le Petit théâtre de pain, Charlie Windelshmidt...
    Abaoe 10 vloazh emañ Thomas Cloarec o kelenn c'hoariva.

Testenn ha perzhioù :

-Labouret e vo war testennoù klassel. Ar pal a vo kenderc'hel al labour war ziazez ar pezh a zo bet gwelet er staj kentañ en ur vont pelloc'h war an dachenn dramatel : ar stennadurioù, an dachenn, ar perzhioù ha sonerezh ar yezh hag an destenn.

-E n'eus forzh peseurt yezh e ro an destenn sinoù ha danvez evit sevel al leurenniñ ha labour an aktourien. Pouezus eo labourat war an destenn en ur vont pelloc'h eget dibunañ anezhañ evit ma vefe klevet en e bezh gant an arvestourien.

-Petra 'zo disheñvel gant ar brezhonek ? Peseurt sonerezh ? Peseurt Lusk ? Petra c'hell cheñch evit ar perzhioù hag o identelezh ? 

E-kerzh ar staj-mañ e vo savet divizoù ingal diwar ar c'hoari al labour leurenniñ kaset da benn. 

 

 

Stage de théâtre en breton, organisé par la fédération "C'hoariva". 20 € les deux jours, repas du dimanche comprix

 


foto ASARO (Asamblea de los Artistos Revolucionario de Oaxaca)

 

LA OBRA souhaite créer une nouvelle troupe de théâtre bretonne, projet en cours, il reste de la place! Intéressé(e)s, écrivez-nous obrateatral@yahoo.fr

 

Fuerza Obrera,

 

 

Patricia, pour LA OBRA

 

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article